Koroll an haïku

Pennad VIII

 

Dañs-tro an haïku brezhonek

Nevez Amzer

Bleunienn gentañ
E-doug ur c'hae
Lentig an heol

Amzer Fask
Pilpouz gwenn
War ar spern du

Dihuniñ en tren
Heol ruz a-us d'an dremmwel
Beure pe abardaez ?

Kloaur an noz
Arru bremaik
An nevez-hañv

Poumer va c'habig
gant ar glav
Amzer diwanañ

 

Hañv

Tantad gouez a strakal
Dañs round digristen
Da lidañ Sant Yann

Echu an eost
Ar vugale o c'hoari
War vord ar stêr

An heol o c'hoari
Gant an orolaj
Kreisteiz eo

Bodig roz melen
E-touesk an artejoù
Trec'h ar vuhez

E kalir ar vilienn
E sked un dakenn dour mor
Ankounac'haet

 

Diskar Amzer

Skarzhet an douristed
Peoc'h en-dro
War an draezhenn

Tec'het ar gwennili
Ar mizioù du a jom
Ha me va-un

Laboused mor war an douar
Da heul en erv
A-denn askell

Un neudenn dour goularz
E traonienn an aber
Da belec'h eo aet ar mor ?

Menezioù
'Vel loened
Stok-ha-stok

 

Goañv

Douget gant an avel
Stourm garv ar mor
Enep an douar

Trouz ebet en ti-mañ
Met en avelaj er-maez
O sachañ war e chadenn

Brivilh fin ar bloaz
Sklerijenn
E mouezh ar vugale

Un tan askellek
A-dreuz ar vro
Sav-heol

Ar mor o koeñviñ
Hag ar c'hazh
El ludu

 

 

Copyright Pep gwir miret strizh gant Kunihiko Fujii, ti-embann SA.E.RA - Tôkyô ha Skol Vreizh - Montroulez 1999